Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN ANAON


————


Ar c’hleier o doa sonet laouen epad an deiz oll. kleier Ploare ha re Dreboull. kleier Plogoff ha re Graon, ha zoken mouez raouiet kloc’h koz Sant-Nik a responte freasa ma c’hellent etrezo o moueziou a ye hag a deue dre douez an aezen fresk, o lavaret a bep seurt traou burzudus kuzet ouzomp-ni, paour keaz tud eus an douar. Deiz eur gouel bras oa, an deiz-se ha n’en deus ket e bar e doug ar bloaz, ma teu ar bed a-bez d’en em drei war-zu an env gant eur feiz hag eur garantez virvidik evit goulen skoazel lez ar Baradoz.

Setu en eun taol ar c’hanaouennou oc’h ehana, ar c’hleier o tevel ; ar measiou siouleet a zeblante brema stoui dindan ar sonjezonou poanius ; eur vrumen skanv en em ledas dre ar parkeier evel gouel eun intanvez ; klevet e oe krozadennou pounner ar mor evel oc‘h huanadi. Deuet e oa an noz ; an aezennig fresk a zigase a Bep tu taoliou kanvus ar c’hleier o c’houlen d’an Anaon repoz !

— « Glazou an Anaon ! » eme’r plac‘h koz Katell Morvan ; hag e kasas he dourn d’he zal evit ober sin ar groaz. O anaout mad a ra ar glazou-ze a zonas ken alies evit ar re a garie ar muia war an douar--