Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/139

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TEIR BAZEN AR VAD


PE KERLO AL LEAL


————


Brema ’z eus ouspen kant vloaz ez oa e Plouelven, e bro Breiz, eun den diwar ar meaz, koz-koz, e hano Kerlo, leshanvet an den leal. Morse n’en doa great droug da zen ; morse n’oa eat diwar an hent mat.

Ha koulskoude, tra iskis ! Kerlo n’oa ket karet ; doujet e oa, kredi read e gomzou, e onestiz a yoa meulet gant an holl, mez n’oa ket karet.

Ar gwel anezan a lakae an holl da veza nec‘het, aounik zoken ; c’hoariou trouzus ar vugale. c’hoarzadennou skiltrus an dud yaouank, konchennou ar c’homerezed, a ehane a-grenn, ’dal m’e weled o tifourcha en eun tu bennak ; n’anavezed mignoun ebed d’ezan, hag e veve e-unanik en e doull-ti didrous.

Tenval e spered dre veza e-unan, ha skwiz o veva deiziou bepred henvel an eil ouz egile, Kerlo, an den eün, en doe eur mennoz :

« N’oar ket eürus e Plouelven, emezan. Marvat ez eus dre ar bed broiou sederoc’h ar vuez enno. Mont a ran pelloc’h da glask an eürusted na gaver ket dre ama. »