Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
TEIR BAZEN AR VAD


— « Hanvet oun Kerlo al Leal, a respontas ar Breizad. eun tammig lorc’h ennan. Kement-se a ro da entent n’en deus den netra da rebech ouzin. Na gredan ket em befe morse great an disterra droug, na great gaou ouz den. »

— « Kaer eo kement-se, a dra-zur, eme ar vouez adarre, hogen n’eo ket a-walc‘h en em viret dioc’h ar pez a zo fall, beva hervez ar reiz ; traou all a zo e lezen Doue ; red eo c’hoaz ober ar vad, beza karantezus e-kenver an nesa. Hen ankounac’heat ac’h eus, Kerlo al Leal ; kea, dizro e-touez an dud, arabad e vezo d’it dizrei ken az po bet an hano a Kerlo ar Madoberer. An nor-ma neuze a zigoro evidout. »

Kerlo a blegas e benn, eun tammig mezek, hag a yeas ac’hano.

Dont a reas daou vloaz goude da skei var dor ar