Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
AR VRETONED E LOURD



Digouezout e Lourd.


Setu ma welomp en huel eur groaz great gant goulou. Ar groaz-ma a zo savet war eun nadoz hag he deus nao c’hant hag eur metr bennak a huelded. N’eo ket dies koulskoude mont betek ar gorre. Evit dek real, eur c’har chachet gant eur fun a zibrad ac’hanoc’h, hag ho kas goustadik betek an neac’h, epad ma ‘z eus unan-all o tisken. Ac’hano, mar deo seac’h an amzer ez eus eun taol lagad dudius war meneziou brudet ar Pirene.

Pa hon deus gwelet ar groaz lugernus, an hevelep youc’haden a deu eus peultrin an holl berc’herined : « Magnificat ! » Magnificat evit beza great d’eomp digouezout e kear ar Werc’hez yac’h ha dienkrez.

Eur wej diskennet e kear, kenta tra a reomp eo klask hol lojeiz. N’oa ket eun dra zies da gaout. Unan eus hor mignoned, kustum da vont hep bloaz da Lourd, en doa skrivet diaraok evit miret d’eomp gweleou.

Perc’herined Landivisiau, strollet en eur vandennig, a ya d’ar c’hao benniget da zaludi ar Werc’hez.

Bez’ e oa em eur maread re-all araozomp, o kana a greiz o c’halon meuleudiou an Itron-Varia, pep-hini e yez e vro.

Ar Vretoned a zigouez o kana ar c’hantik gallek ken anavezet e Lourd :

Nous venons encor
Du pays d’Arvor,