Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
AR VRETONED E LOURD

dudi o c’hlevet. Ar gousperou a zo kanet goude war an toniou bras. N‘hellan ket tremen hep lavaret eur gomz diwar-benn prezegen an aotrou Marzin, person Gwiseni. Displega ’ra dirazomp an donezonou kaer en deus roet Doue d’ar Werc’hez Vari, eus he madelez e-kenver bugale Adam. Diskleria ra huel ha freaz ez eo dleour d’ezi eus e vuez. Hi eo he deus e viret da vont da goll, brema ez eus war-dro eur miz. Eat oa da besketa war eur vagig dister, pa oe kaset pell gant ar mor, hep gallout enebi. Tremen a reas an noz evel-se. war var da bep mare da veza lounket gant an tarsiou a yoa deuet da veza direiz. E zonj hag e beden, emezan, a yeas neuze d’an Itron-Varia, Sikour ar Gristenien. Da c’houlou-deiz,