Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
MARVAILHOU AR VRETONED


Hor Zalver, ken galloudus hirio e Sakramant an Aoter evel pa dremene dre vro ar Jude, Hor Zalver n’hell ket chomm hep klevet pedennou great gant kement a feiz. Meur a hini o deus bet ar yec’hed gant bennoz Jezuz, ha p‘eo echu ar brozesion, e weler anezo o sevel diwar ar gwele, ’leac‘h n’oant ket evit finval eur pennad araok. Red e vez d’ar re en em gav pare chomm reiz betek ma vez eat ar Zakramant en iliz. Anez da ze, eas eo entent pebez freuz a zavfe eno. Pa vez gwelet eur c’hlanvour bennak o sevel diwar e c‘holc’hed, ar bobl a ya d’ar red war-zu ennan. An holl a c‘hoanta e welet, steki e zourn outan… evel-se emaomp. An dud a volontez vat hag a zo falvezet ganto kemeret preder ouz ar re glanv, o c’has hag o digas, o deus mil boan o viret oc’h an dud pareet da veza breset dindan treid an dud. Va Doue, esaat a ran ama rei da intent d‘an dud traou ha na c’heller ket koulskoude displega en eun doare dereat . Red eo beza o gwelet evit gouzout mat pegement ez eont betek ar galon !

Ha koms a rin ive eus prozesion ar goulou ? Va fennad skrid — re hir koulskoude a-beun brema — a vankfe eun draïg bennak d‘ezan hep kement-se.

Goude koan, pep-hini a bren eur c’houlaouen en unan eus ar staliou ken niverus e Lourd, hag a gerz war-zu plenen ar Rosera. Mont a reer neuze da ober an dro da Galvar ar Vretoned ha da skeuden sant Mikeal, eur c‘houlaouen war elum en dourn, en eur gana e brezonek :

Ave, ave, ave Maria !
Ave, ave, ave Maria !