Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
MARVAILHOU AR VRETONED
gave ket a fa. Mont a rea atao endra c’helle. Ober a reas eur zell oc’h an douar ha n‘oa ket brasoc’h da welet eget eur c‘hreunen piz logod. Goude beza ehanet eun nebeud da denna e alan e pignas adarre, hag e tigouezas dirag eun ti bras alaouret : ar baradoz e oa. Eur morzol a yoa oc’h an nor, ha Tadig koz an dienez da skei, dao, dao :
— « Piou zo aze ? » eme zant Per.
— « Me, Aotrou sant Per, Tadig koz an dienez, a ouzoc’h ervat. Deut oan da glask fa d’am lein. Mez ar fa, red ha ma ve, ne zavont ket kaer er baradoz ; c’houi, me oar mat, zo gwelloc’h ganeoc’h kaout piz. Mez me a garje kaout eun tamm bara, bara gwenn, mar be ho madelez !… »
— « Bez’ e pezo ar pez a giri, eme zant Per, hag ouspenn bara, e pezo kig ha gwin. »