Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
KLAODINAÏG


Eun ugent vloaz bennak zo e weled c’hoaz dilerc’h mogeriou ti bras Klaodinaïg. An amzer, siouaz ! a deu a-benn eus a bep tra ! N’o gweler mui hirio, an drez hag an ilio a c’holo anezo.

Fanch ar Gall ha Katel Kervella n’oant ket pinvidik, pell ac’hano. Bez’ o doa, koulskoude, daou bark hag eur vioc’h, peadra da veva hep mont da glask an aluzen.

Katel a veze klanv alies, red d’ezi chomm var he gwele ; eun amezegez vat a deue neuze war he zro ha da ober labour an ti. Fanch, avad, a ranke mont bemdez war-dro e barkeier, kas ar vioc’h d’ar peuri hag he digas d’ar gear ; amzer da zibri, netra ken, hag en hend adarre.

Evel-se ez ea. an traou e Kervazengar pa deuas Klaodinaig er bed.

N’eo ket red d’in lavaret e oa dinerz ha kizidik bras. An disterra freskadurez a rea d’ezi krena gant ar riou.