Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
MARVAILHOU AR VRETONED

hon ti ; me a rofe d’ezi an hanter euz an nebeud am eus, hag ouspenn ma vije red !… Me a garo Klaodinaïg evel pa vije merc’h d’in !… »

War gement-se, pep-hini a yeas d’e wele.

En deiz war-lerc’h, kerkent ha sav-heol, Job a stage ar gazeg koz oc’h ar c’harr-resorchou hag a gemere hend ar vourc’h evit mont da Gervazengar. Pa zigouezas, Klaodinaïg a yoa o tastum he dilhad en eur c’harched. Lammet a reas d’e c’houzoug a dro vriad hag e pokas d’ezan gant karantez. Goude beza lavaret kenavo d’he amezeien Klaodinaïg a droas kein da Gervazengar, an dour en he daoulagad. Sellet a reas c’hoaz eur wech oc’h he zi paour, o sonjal ne welje mui marteze al leac’h benniget-se a c’houdoras he bloaveziou kenta, al leac’h-se he doa gwelet ennan he zad hag he mamm o vervel. Job, hep mar ebed, a anaveze penn abeg an daelou-ze, ha na lavaras ger evit miret outo da redek.

Beza ez eus er vuez mareou ker poanius ma ’z eo eur frealz da galon an den rei frankiz d’an daelou da ruilh o gwalc’h. Klaodinaïg a ouelas eta, o sonjal en he zad hag en he mamm he doa tremenet ganto kement a zerveziou eürus e Kervazengar.

Hed an hend na oe ket kals a zafar gant hon daou veachour.

A-ben kreisteiz edont e Kerzadiou. Klaodinaïg a oe digemeret gant karantez ha levenez. Pep-hini a dostae outi evit digas d’ezi eur goms frealzus bennak. Cheun e-unan zoken na ziskouezas ket a imor fall. Dirak eur plac’hig ker koant ha ken ankeniet, e galon a zeblante teuzi evel ar c’hoar e-kichen an tan. Eun dra bennak, mezdoued, a lavare d’ezan e karje anezi hen ive.