Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
MARVAILHOU AR VRETONED

naouennou ha marvaillou, hag an tad koz a voulc’he ar pedennou noz.

Didrous neuze, pep-hini a ye da glask e wele.

Yann a gave atao an tu da stoka e vreac’h oc’h hini Klaodinaïg ha da lavaret d’ezi :

— « Noz vat d’eoc’h, Va c’hoar ! »

— « Ha d’eoc’h ive ! » a responte ar plac’h vat.

Kerkent ha ma veze debret koan, Cheun a yoa mall gantan mont en e glud.


SEIZVET PENNAD


Araok an tenna d’ar bllhed.


D’ar zul war-lerc’h edo tro an daou baotr yaouank da veza en oferen-bred. Araok mont en hend, an tad a lavaras d’ezo :

— « Va bugale, hirio ema gouel ar Rouaned, arabad e vezo d’eoc’h chomm da droidella er vourc’h pa vo echu an oferen, ’vit ma hellot mont adarre d’ar gousperou goude lein. »

— « Goude an oferen ni a deuy war-eün d’ar gear. »

Pa oa deuet an dud er-meaz ens an iliz, setu ar goard « champetr » o pignat war ar groaz da ober embannou an ti-kear evel kustum.

Hag e savas e vouez :


« Selaouet mat, hag e klevfet gwelloc’h a-ze,
« Nemet unan bouzar bennak a ve,
« Ha mar ’z eus, c’houi laro an eil d’egile !


« Dimeurz kenta ema tennadeg ar bilhed e Daoulaz