Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
KLAODINAÏG



EIZVET PENNAD


Goude an dennadeg d’an disou[1]


An den a ya hag a deu er bed-ma ; hogen, Doue eo a ren anezan evel dre an dourn, hep ma taolfe atao evez ouz kement-se. Holl darvoudou ar vuez a c’hoarvez dre ma fell d’ezan, pe dre ma lez ober, ha bepred e c’hellont talvezout d’hor brasa mad.

An daou vreur a yoa leun a fizianz en amzer da zont.

Cheun, koulskoude, a jomme atao tenval e benn. Pep tra a zeblante d’ezan beza en e eneb.

— « Ma tennfemp plouz berr, emezan, da welet piou a c’hounezo du-ze bremaïk ? »

— « Gwelloc’h e vimp ? » eme Yann.

— « Eo da, plijadur hon devezo ! Gwir eo, kement-se na dalv da netra ; greomp evelato ! »

— « Evel a gari, eme Yann. Kemer ’ta teir pe beder blouzen. »

— « Teir ; an hini a denno an hini vihana a vezo kemeret da zoudard… »

Yann a dennas da genta ; ar blouzen hirra a deuas gantan ; Cheun avad a jachas war an hini verra pa ginnigas Yann ar plouz d’ezan.

— « Devet oun ! emezan gant droug ; seiz goanvez servich am bezo da c’houzanv, kredabl bras ! »

— « An dra-ma, Va breur, n’eo da lavaret netra.

  1. Tirage au sort.