Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
MARVAILHOU AR VRETONED


Nemet an hini an deus tremenet dre eur seurt enkrez a c’houfe lavaret gant pebeuz melkoni, kemmesket a hast, e lennas al lizer a zigemeras pemzek deiz goude.

Setu ama ar pennad skrid-se.


« Kerzadiou, 5 a viz du 1816.


« Va Breur ker,


Skriva ran d’it dioc’htu evit mac’h anavezi an darvoud poanius meurbet a zo digouezet ganeomp.

Hon tad, Job ar Moal, a zo maro d’an 23 a viz Here.

Maro eo evel eur gwir Vreizad, kristen kalonek betek ar penn.

Eun eur araok tremen e lavaras freaz dirak ar re oll a yoa en ti : « Va gwella bennoz a roan d’am bugale ama endro d’in, hep ankounac’haat Cheun, ar martolod, o veachi pell,pell ac’han war ar mor bras. Ober a ran al le da gaout sonj ac’hanoc’h dirak an aotrou Doue, ma vezan kavet din da veza digemeret en e varadoz. Eus ho tu, n’am ankounac’haït ket en ho pedennou goude va maro. » Bet en deus e holl zakramanchou. Dizul penn-zizun e vezo kanet eur zervij bras evit peoc’h e ene. Ne vezi ket e Plougastell, va breur ; gallout a ri koulskoude unani da bedennou gant hon re.

Eun testamand a zo. Arabad eo d’it kaout aon ; da lod a zo miret hag a gavi pa deui d’ar gear.

Klaodinaïg hag hor moereb a gas d’it o gourc’hemennou : Yac’h omp holl, a drugare Doue.

Kenavo dizale, fizianz hon deus.


« Da vreur, Yann ar Moal. »