Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
KLAODINAÏG

Aviel, en eneb, a lavar ; « Eürus ar re baour ! » — « Eürus ar re a c’hell kemeret o ebat ! » — « Eürus ar re a ouel ! »

Klaodinaïg, dishual a galon, he doa dibabet ar vuez kuzet gant Jezuz-Krist, he Doue, ha na rea forz a lavariou an dud.

A nebeudou, koulskoude, ar c’helou a zeuas da veza anavezet. — N’eo ket eas kuzat eun dra bennak ouz ar merc’hed, eur fri hir a vez kavet atao evit deski ar c’heleier munut ; anavezet int peurvuia dindan an hano a « Kazeten ar geriaden » ! — Neuze avad ez eas an teodou en dro dre Gerzadiou.

— « N’ouzoc’h ket, Katell ? »

— « Nan avat, n’em eus klevet netra a nevez. »

— « Neuze ? »

— « Petra zo ’ta ? »

— « Klaodinaig ar Moal a zo o vont da leanez !… »

— « Sac’h gevier !… »

— « Kement-se na c’hell ket beza, p’eo gwir brema eo ez eus ar muia ezom anezi er gear. »

— « Eo, eo, Va mamm ! »

— « Ro peoc’h d’in gant da gonchennou ! »

— « Mad, Annaïg he deus laret ze d’in. »

— « Hag e pe leac’h eo bet Annaig o teski traou diot evel-se ? »

— « E-kichen al lenn n’oa ken kaoz er mintin-ma, emezi. He mamm a zo bet o walc’hi epad an hanter dervez. »

— « Souezus eo, ma ve gwir ! »

Hag e kendalc’hed gant al litaniou am eus displeget uheloc’h.

Koulskoude, dre ma tostae dervez an disparti,