Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Va den mad, ama n’eus leanez ebet hag a zougfe an hano a livirit… »

— « Pa lavarin ar wirionez, evel-se e oa hanvet p’edo er gear ; abaoue, me gred he deus kemeret eun hano-all : c’hoar Santez-Kristina ’m eus aon a reer anezi brema !… »

— « Ac’hanta ! anaout a ran avad ar c’hoar Santez-Kristina, eus a Blougastell-Daoulaz, n’eo gwir ? »

— « Dres, eus a Blougastell eveldoun. Pa oe deuet da veza emzivadez. Klaodinaïg a oe digemeret gent va zad, Doue r’ ’her pardono ! hag eo bet savet evel-se en hon mesk. Ar baotrez kez, pell zo n’em eus ket he gwelet. Mall bras am eus… »

— « Va den mad, ema al leanezed o lavaret an « oflz ». Evel-se ’ta n’oc’h ket digouezet mat. Mont a c’hellit d’an iliz, mar kirit ; na welot ket anezi, hogen he c’hlevet a reot. »

Ar borsierez a zigoras an or, ha Yann a yeas d’he heul betek an ilizig koz.

Keta mouez a glevas eo hini Klaodinaïg. E galon a lammas meurbet en e greiz, ken tenereet ez oa. Klevet a rea adarre ar vouez-se a blije kement d’ezan gwech-all war-dro Kerzadiou ! Klevet a rea a nevez ar vouez flour-ze kuzet outan pemp bloaz leun ; ar vouez-se :a garie kement !…

O ! e nerz ar vankas d’eza, hag e kouezas a stok e gorf d’an douar war leur an iliz. Evit doare na reas ket nemeur a drouz koulskoude, rak na deuas den da welet petra a yoa c’hoarvezet, Pa deuas adarre ennan e-unan, a-benn eur pennad, Klaodinaïg a lavare gant he mouez sklear :

— « Deuet eo ar goms vad eus va c’halon ; d’ar