— « Sonj o devezo eus hoc’h hano a rumm da rumm. »
— « Setu perak ar poblou ho meulo da viken epad ar c’hantvejou hep diwez… »
Yann na ouie petra da zonjal o klevet komzou ker kaer. Lavaret e vije e oa stag oc’h e gador o selaou Klaodinaïg, e vignonez eus an amzer gwechall.
Pell a yoa e oa ehanet ar pried da veuli he Muia-karet, ha Yann a jomme atao hep loc’h.
Koulskoude, kerkent ha ma oe diwez d’ar pedennou, ar borsierez a reas kas kelou d’ar C’hoar Santez-Kristina ’oa unan eus he c’herent o c’houlen anezi el « leac’h-koms. »
Goude beza goulennet aotre ar Vamm Briolez, Klaodinaïg a yeas war-eün d’al leac’h-koms. Hogen, na gavas den eno ; hag e tizroas da gaout ar Vamm, a oe souezet meurbet gant an darvoud. Ma oe galvet ar borsierez d’he zro. Houma a lavaras kerkent :
— « Klaoustre eo chommet en iliz ! Mont a ran da welet… »
Gwir a lavare, en iliz e kavas anezan.
Klaodinaïg a yoa el leac’h-koms al leanezed pa deuas Yann.
A-dren eur speuren great gant barrennou houarn, kuzet gant eur ridoj, Klaodinaïg a voulc’has ar gaoz :
— « Piou a c’hoanta kaozeal ganen ? »
— « Yann ar Moal, da vreur, eus a Gerzadiou ; n’anavezez ken va mouez, Klaodinaïg ? »
D’ar c’homzou-ze, ar plac’h kez a zantas he c’halon meurbet gwasket, hag e lavaras nec’het :