Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
KLAODINAÏG


Yann an deus kendalc’het da jomm e Kerzadiou. o tremen e holl amzer etre al labour hag ar garantez, eürus e kement ha ma c’heller beza war an douar-ma pa zervicher mat an Aotrou Doue.

E vugale, me gred, a zo bet eat da eur gear-all bennak, rak pell bras a zo n’eus mui hano eus ar Voaled e Kerzadiou.

Ar zonj eus ar Seur[1] Klaodina, evel eus eur zantez, a ya eus eur rumm d’egile, o teurel war an holl c’houez vad ar baradoz. Eus a c’horre an envou me gred ema he daoulagad dalc’hmat o para war dud he c’hearig, hag o skuilh warno grasou puilh.

Ra ziouano c’hoaz e-harz reier ar Meziou kals a vokedou a c’houez-vad evel houma !…

Evel-se bezet great !
  1. Seur a vez lavaret e Plougastell ; C’hoar a vije gwelloc’h (Klaoda).