Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
MARVAILHOU AR VRETONED

pa zigouezas ar pilhaouer, edont oc’h en em beilha. Hema na gredas ket o dieza, hag a jommas e toull an or da c’hedal ma vije dizroet ar peoc’h adarre. Eno e klevas meur a dra. Ar c’hreg kez a damalle d’he goaz skei warni ken alies ha bemdez, hi koulskoude oc’h ober gwella. ma c’helle evit plijout d’ezan. Ar mab e-unan a zave gant e dad. Pebeuz tra euzus !

Pa welas Gwitourius eun den harpet oc’h e zor, ez eas eur zac’had kounnar ennan, hag e savas e vouez:

— « Petra rez-te aze, mab ar groug ? emeza. »

— « Aotrou, n’hoc’h eus ket a druilhou da rei d’in ? Me zo o pilhaoua ! …

— « A ! O pilhaoua ? Ma, kea da glask truilhou el leac’h ma kari. Ama na zalc’homp ket eus ar varc’hadourez-se. Kea, kea. buan gant da hent ! »

— « Kenavezo eur wech-all, aotrou, ha ra vo Doue ganeoc’h ! »

— « Dalc’h da Zoue ganes, klasker bara ! n’em eus ezom ebet anezan !… »

— « Diouallit, aotrou !… »

— « Diouall te kentoc’h na gemerfen va fuzuilh ganen, ha na ves goude lakeat oc’h ar ber !!!… Kea, pe me blanto ganes… »

Gwelet a rit, aotrou, c’houez fall a yoa. gant an ti-ze !


III. — Daou dorfed skrijus.


Ar brud eus an digemer great d’ar pilhaouer a yeas buan dre ar charter, hag an hostiz a oe barnet kalet.