Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Me, aotrou, youc’hal ma vevo an Dispac’h ? Ze, dre va feiz, na rin morse, ha goude ma ve troc’het va gouzoug d’in !… »

Gwitourius en doe eur mousc’hoarz fall evel ar pec’hed ; e zaoulagad a luc’has an e benn, hag e lavare ennan e-unan : « Setu kig kristen d’in a-benn fenoz ! Da Zoue, m’hen tou ! n’az tenno ket a dre va daouarn !!!…»

Debri a reas ar beachour eun tammig koan, dres ar pez a zo red evit chomm hep koueza d’an douar ; goude ar pez edo o paouez klevet, e galon n’oa mui digor d’an dibri, ha war e spered e poueze eur beac’h pounner meurbet. Na keuz en doa brema da veza lakeat e dreid en ti milliget-se ! Petra ’vije great d’ezan ?… Petra ’deuje da veza ?… Ha galloud a rache biken tec’het dibistik eus a dre daouarn ar vanden laeron-ze ?… Siouaz ! douetanz ebet mui evitan ’oa kouezet en eun toull laeron !…

Etretant, kaset e oe da gousket, ha roet d’ezan eur pennad goulou rousin evit e sklerijenna.


IV. — Kuzuilh dalc’het gant al laeron.


Toull kambr an diavezour a yoa e traon an ti, eur speuren goad hebken etrezi hag ar gegin.

Kerkent ha m’oa eat a ziwar-wel, e teuas tri den dishenvel bras en ti. Unan anezo a zeblante kaout daou ugent vloaz, an eil pemp bloaz ha tregont ; an trede a yoa eur c’hrennard a zaouzek pe drizek vloaz o c’hedal c’hoaz ar malvennou da ziouan war mantel