Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT


— « Te, lost leue, az po da begement ganen-me warc’hoaz vintin, pa na fell mui d’it laza na laerez. N’em eus ezom ebet ac’hanout, na da ziouall an nor, na da ziouall ar prenestr zoken. Kea da gousket pa gari !…

Bastian, va mab ha me a vezo barrek da unan marvad, nemet an diaoul a ve en e gorf !

Ha mat e kavfes, Bastian, ober e varo d’al lakipod-ze araok warc’hoaz vintin ? »

— « Ya, ya, aotrou, me a zo prest da ober kement a blijo ganeoc’h gourc’hemenn d’in. »

— « Hag ez afes, Gwitourius, a lavaras Anjel, da lemmel e vuez digant eun den ha n’en deus great droug ebed d’it ? An den-ze a zo deuet ama da dremen an noz e peb fizianz !…

— « Ro peoc’h. te, greg Lusifer, pe bremaïk az pezo va baz war da gein. Ar merc’hed n’o deus netra da welet en hor c’heusteuren ! »

— « En hanv Doue, truez oc’h eun den divlam, hep difen ! »

— « C’hoaz eur wech, sarr da c’henou, pe me az flastro dindan va boutou !… Diouall na glevfen c’hoaz eur goms ganes ! »

Anjel a davas dirak gourdrouzou ker spountus, o c’houzout, dre veza desket diwar he c’houst, a betra oa gouest al loen gouez he doa kemeret da bried. Eviti douetanz ebet mui edod o vont da laza an divroad, a grede kousket dienkrez.

Gant an euz ez eas da guzat e kougn huella an ti.

— « Neuze, Bastian, kerkent hag hanter-noz ez i da gaout ar bourc’hiz, hag e sanki da goutellazen en e galon. Jukos, va mab, a vezo games, n’eo ket