Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
MARVAILHOU AR VRETONED


Pa oa digoret d’ezan dor ar gambr e tlie kousket enni, Yann-Mikeal a zerras war e lerc’h, hag e taolas eun taol-lagad en-dro d’ar gambr. Ar gwele n’oa ket fall, kempen e oa zoken ; taolen, kroaz na skeuden santel ebed ! eur mellezour, eur bodez wenn d’en em gempenn, eun daol-noz, setu holl arrebeuri an toull-ze ez ead ennan da c’hedal taol ar maro !… O sellet tost, Yann a gredas end-eün gwelet tachadou gwad dizec’het war ar zolier ha war ar mogeriou.

« O dampret ! emezan kerkent, klaoustre ez eus bet lazet tud ama ! Doueti rean e oan kouezet etre skilfou al laeron ! O Va Doue ! truez ouz va greg ha va bugaligou ! »

En despet d’e skwizder na gredas ket mont en e wele. O veza lavaret eun tammig pater e lazas ar goulou, hag e stagas e skouarn oc’h toull an alc’houez. En doare-ze e klevas piz ha piz kement a lavared er gegin.

E wad a vervas en e wazied pa glevas Gwitourius o lavaret da Vastian :

« Bastian, va mab ha me a vo barrek da unan, nemed Paol Gornek a ve en a gorf… Te, Bastian, a ray e varo d’an den-ze araok warc’hoaz vintin !… »

— « Deuit atao, muntrerien kriz, loened gouez, deuit pa gerot ! Va buez a zo etre ho taouarn, her gwelet a ran ; koulskoude me he gwerzo ker, ha na gouezin ket va-unan ! Avizet mad ez oun bet velkent o tigas va c’hontel ha va fistolen ganen ! N’ouzor ket morse petra ’zo da c’hoarvezout !… Da hanter-noz, O deus lavaret ?… Na dle ket beza pell dioc’h hanter-noz, marvat ! Bremaïk, abenn eun hanter eur marteze, me a vo astennet aze, maro