ment-se. Chacha reas ar vugale davetan hag e lavaras d’ezo a-vouez izel :
— Roït peoc’h, bugale ! Ma klevfed ac’hanoc’h ! Ar vugale a oe spontet d’o zro hag a yeas d’en em starda ouz o zad.
Gwelet a reant ez oa eur riskl bennak uz d’o fennou.
Gaïd hepken a gredas lavaret goustadik :
— Perak kaout aon pa ’z eo prennet ker mat an nor ?
— Aon am eus evidoc’h, bugale !
— P’eo gwir emaomp ganeoc’h !
— N’eo ket a-walc’h, emezan.
— O tad ! an dud fall ne gredint ket dont ; ha neuze, Doue a gar ac’hanomp ; hen hon diouallo dioc’h pep droug. Mamm he deus great d’eomp lavaret hor pedennou evit goulenn e skoazel.
Kedern a roas eur pok d’e verc’h :
— Doue ra viro ac’hanout, emezan. Poent eo d’eomp debri koan. Ouz taol, bugale !
Ar wreg he doa lakeat eun dousier wenn war an daol, ha war an dousier-ze eur podad chistr hag eur bara gwiniz da zigas c’hoant debri d’an dud.
Ha setu, p’edod o c’hedal an nebeuta, unan bennak o skei taoliou munut war an nor, hag e oe klevet eur vouez o lavaret :
— Digorit buhan, en han’ Doue ! An ozac’h a hastas mont da zigeri, hag e kavas dirazan eun den koz, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e ziwesker, d’ezan eun dremm leun a vadelez hag a zousder.
— Aotrou person ker ! a lavaras Kedern mantret.
— Deuit tre, aotrou person, a lavaras ive Madalen, ar wreg. Deuit en ti, hag ho pezo ho lod eus kouign ar Rouaned.
Ar beleg a vousc’hoarzas.
— Siouaz ! va mignored, n’eo ket brao digemeret eun den eveldon-me. Pardonit d’in koulskoude mar dan