gwad, da viana meur a hini anezo. Dont a reas sonj d’ezan eus komzou ar beleg : Ne fell ket d’in prena va buez gant eur gaou !
Kedern a ziskouezas an arc’h d’an dispac’herien hag a lavaras d’ezo :
— Aze ema !
An enebourien a daolas eur zell war an tamm koufr. Ar Breizad a lamme direiz e galon ene greiz ; e dud a varve gant ar spont ; den avat na roas da anaout a-ziaveaz ar pez a dremene en e ziabarz.
An hini a yoa e penn ar strollad muntrerien a yeas eur zac’had kounnar ennan :
— Petra ! Daoust hag oc’h ober gwap emaout ? Ni n’emaomp ket o klask eun toull gedon. Bun all a dle beza en da di, en eur c’hougn bennak.
— Klaskit anezan, a lavaras Kedern.
— Ne fell ket d’it hen diskouez ?
— Petra livirin-me d’eoc’h ouspenn ?
— A-walc’h eo, eme ar c’habiten ; mes malloz d’ar person mar tigouez d’eomp lakaat hor c’hrabanou warnan !
Ar zoudarded a glaskas dre an ti ; mes kaer o doe klask ne gavjont netra. Mont a rejont kuit o kounnari hag o sakreal war goust ar paour kez aotrou person.
— Tec’het a ra eur wech muioc’h eus tre hon daouarn ; souezus eo, rak kredi mat a reamp edomp war e roudou. Mes ne gollo netra evit gedal.
Eat oa kuit eta pelloc’h ar vandennad chas Gall. Ar beleg koz a deuas er meaz eus e doull kuz.
— Meuleudi da Zoue ! emezan laouen bras ; saveteet oun bet gant ar wirionez hoc’h eus lavaret. Holl avat e vijemp bet kollet mar ho pije lavaret eur gaou.
— C’houi a zo eur zant, aotrou person !
— Me a zo eur paour kez pec’her dare da vervel gant an naon, eme ar beleg oc’h azeza ouz taol. Mall bras eo d’eomp kregi e pred ar Rouaned.