Eur wech ez oa eur zoudard breizad hanvet Dizoursi abalamour ma veze atao laouen, hag ivez abalamour ma karie lavaret farserez evit lakât an dud da c’hoarzin. Edo o tizrei d’ar gêr eus an arme, echu e gonje gantan, a lavar lod ; re-all a lavar oa deuet dreist ar voger ; mes an dra-ze ne zell ket ouzomp.
Goude beza baleet epad eun dervez hirr ec’h en em gavas wardro mare kuz-heol dirak mogeriou uhel eur c’hastell-krenv. Skuis oa ; naon en doa ivez, ha n’en doa gwenneg ebet war e hano. Ma ’z eas da c’houlen lojeiz d’ar c’hastell.
Skei a reas war an nor. An norig vihan a yoa en hini vras a zigoras, hag ar porsier a c’houlennas :
— Petra glaskit ?
— C’hoant em befe da gaout eun tamm lojeiz, evit an noz-ma hepken, rak skuis oun gant va derveziad bale.
— Chomit aze da c’hedal eur pennadig, mont a ran da c’houlen ali an Aotrou.
Ar porsier a yeas da gaout an Aotrou, hag a lavaras d’ezan ez oa e-tal an nor eur zoudard skuis maro o c’houlen loja.
— Grit d’ezan dont d’am c’haout, a respontas an Aotrou.