Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —


E treid an Itron Varia, o tra burzudus ! en he zreid ez eus eur boutou, ya ! eur boutou koad, bihan ha koant, evel he zreidigou gwenn, boutou koad melen, liou kistin, kizellet evel koad dantelezet. Boutou koad ? d’eur Werc’hez ? Biskoaz kement all n’ho peus klevet, me gred. Ac’hanta, selaouit, ha me ’ya da lavaret d’eoc’h pebez burzud a c’hoarvezas diwar-benn ar boutouigou-ze.

Ebarz ar c’hoad-ze, e kichen ar chapel, e oa bet kavet, breman ’zo tost pemp kant vloaz, en amzer brezel bras Breiz-Izel, eur c’hrouadur demdost noaz, a ouele hag a hirvoude, kollet gantan e vamm. Ar boutaouer-ma, Gwilh e hano, a zonjas penaos e kavje tad ar bugel hag en divije digantan eur gaer a aluzen dre drugarez. N’allas ket kaout doare ebet eus tud ar bugelig, ha dre ma kreske henman en oad, e rustae dioutan. Herve — an hano-ze a oa roet d’ar bugel — a oa eta savet evel eur paourkêz emzivad ; aliesoc’h en deveze skouarnadou eget bara.

Biskoaz ne c’hoarze ar bugel paour. Chom a rae awechou ebarz ar c’hoad gwall bell da zelaou kana an evnigou koant ha skanv, ha neuze e sonje : « Al labouzed tener o deus eur neizig klouar, emezan, hag eur vamm vat da c’holo anezo gant he askel zom, ha da zigas d’ezo da zebri. Ha me, piou eta en deus koun diouzin ? »

Koulskoude beza ’veze eürus awechou, pa c’halle mont d’ar chapel. Eno en doa kavet eur Vamm ! Ar Werc’hez trugarezus, a zeblante d’ezan e selle d’e gaout en eur c’hoarzin outan ken seder. Hag alies e teue eno da ouela ouz treid e Vamm an Nenv.

Kreski a rae ’ta, en despet d’an tôliou ha d’ar yuniou, karet gant ar Werc’hez koant hag e lavare d’ezi, gant fizianz, e holl drubuilhou. Erru oa en oad d’ober e Bask kenta, ha daoust da Wilh ar boutaouer da veza drouk, n’alle ket hen harz da vont d’ar c’hatekiz. Eno Herve a