Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —


— Gwrac’h eo, a liviris ennon va-unan, hag ar mevelien-all a lavaras eveldon.

Dont a reas ar mare da vont da gousket. Ar vestrez a gasas he goaz d’e gambr. Horjella rea war e dreid. E kreiz an noz e oemp dihunet holl gant eur youc’haden skiltrus.

— Sikour ! Sikour ! a hope ar vestrez ; Bernadig en deus kavet e zabren, hag a lavar bep seurt traou n’o deus na penn na lost.

Mont a rejomp prim evel eun tenn : an ozac’h a yoa en e roched e kreiz ar gambr, eur zabren gantan ene Zourn ; hag e save anezi en eur lavaret da bep mare : Me zo ama, Jorj ; war va c’horf ez aint a-raok tizout betek ennout.

— Hag abaoue, eme ar plac’h gant tristidez, ar mestr a zo ken dinerzet m’emaomp dalc’hmat war c’hed d’her gwelet o tremen.

P’eo gwir n’hellen ober vad ebet d’an dud kez-se me a zastumas va fakadou da vont adarre gant va hent. Karga ris ar plac’h da gas va gourc’hemennou d’ar vestrez, hag en hent warzu Karnak, o sonjal e pe stad vantrus e c’hell koueza spered an den pa vez re skoet gant eun darvoud bennak.

Lavaret ne gavjen ket war va hent digemer mat ha kalon digor hep avat an ardou nevez deuet gant an a-raokaat a vije tamall e gaou ar vro Vreton. Ne ziskennen ket, gwir eo, e tiez ar vicherourien a renk izel, daoust ma vije servichet d’in eno ive ar pez a yoa a wella en ti, en eur baea brao evelato. Rak, e Breiz, evel el leac’h-all, ne roer ket evit netra d’ar c’henta deuet ar pez en deus koustet ken ker. Eun droiad hepken ec’h en em gavis nec’het : eun abardaez, goude beza grêt kalz hent, edon e kreiz eul lanneg, ha war va meno, pell a-walc’h eus ti ebet. Kustumet oan da vale, ha dre-ze n’oan mui ker kizidik oc’h ar skuisder. Mes, avat red eo d’in hen anzav, n’edon ket em flijadur o sonjal e vi-