Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 231 —

douar gant he bizied ha ma teuas da ziouana eun eienen he deus pareet kement a dud abaoue.

An dud klanv, ar re vac’hagnet, kabac’h, seizet, bouzar, dall ha mut, an holl glenvejou, an holl boaniou a yoa bodet endro d’ar pisinou hag a c’hede beza soubet en dour burzudus.

Eur beleg a bede hag a alie an dud yac’h da bedi o diwreac’h e kroaz. Lavaret a rea :

— Eürus ar re o deus poan da ziwaska ! Eurus ar re a ouel !

Hag ar glanvourien a unanas o mouez gant ar re yac’h evit lavaret :

— Eürus ar glanvourien ! Doue o c’har !

— Mes neuze, mamm, a lavaras eur bugel klanv pell a yoa, mar kar an Ao. Doue ar re glanv, me zo gwelloc’h ganen chom klanv !

Digaset e oe en eur gador eur plac’hig daouzek vloaz sounnet outi he holl izili, drouk-livet evel ar maro ha ken treut ma n’oa mui nemet ar skeud eus an den. Digaset oa bet da Lourd gant eur framason difeiz da direlijion. Hen a yoa chomet kuzet e-touez an engroez tud, hogen klevet oa bet o lavaret :

— Ar pez a zo sur eo mar teu houma da gaout ar pare en dour-ze, me a gredo hag a govesao. Hag ar beleg da hopal :

— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !

Ar bobl kristen a youc’has war e lerc’h gant eur feiz birvidik ?

— Plijet gant an Intron-Varia Lourd parea ar bugel-ma !

Ar beleg a lavaras adarre :

— Goulen a ran eur sakrifiz digant unan eus ar