— N’em eus ket, Aotrou ; gwall abret oun deuet eus ar gear er mintin-ma, ha n’em beus ket bet amzer c’hoaz da zellet ouz ar c’hazetennou.
— Penaos ! penaos ! n’hoc’h eus ket klevet ? Mes n’eus ken hano koulskoude nemet eus an dra-ze !
— Ne welan ket, Aotrou, eus petra e fell d’eoc’h koms.
— Mat, Aotrou Person, eur blijadur eo evidon beza da genta o tigas d’eoc’h ar c’helou : an diaoul a zo maro !!!…
— Mantrus eo ! eme an Ao. Person, evel tenereet e
galon. Mat, Aotrou, atao em eus bet truez ouz an emzivaded
kez : kemerit an daou wenneg-ma, me ho ped !…
Gwelet a rit, mechans, ar penn a reas ar bourc’hiz o klevet kement-se… An holl a zirollas da c’hoarzin.
— Perag e rit-hu vijil da wener ha yun edoug ar c’horaiz a c’houlenne eun dervez eun dragon ouz eur beleg.
— Ha c’houi, eme ar beleg, perag e stlejit-hu eur zabren ouz ho kostez ?
— Abalamour m’eo gourc’hemennet.
— Mat, ni ivez a ra vijil da wener hag a yun edoug ar c’horaiz abalamour m’eo gourc’hemennet an dra-ze d’eomp gant an Iliz.
— Koulskoude ar c’hig a zo koulz da wener ’vel da zadorn.
— Heb mar ebet ; mes pa vez lakeat ar zoudarded da veva divar bara ha dour er zal polis, evel ma c’hoarvez awechou, daoust hag e rear an dra-ze abalamour m eo falloc’h ar gesteuren er c’hazarn en deiz-ze eget d’an deiziou-all ?
— Nan, ober a rear an dra-ze evit lakât Yann zoudard e pinijen.