Eun deiz Doue a gemennas da zant Mikael arc’heal mont da gutuilh ene eun intanvez a yoa dare evit an nenvou.
An arc’heal a ziskennas a denn-askel war an douar, ha pa oe digouezet e kramb an intanvez, e welas daou grouadurig e-harz he zreid. Sonjal a reas e chomje ar vugaligou-ze emzivaded hag er vrasa dienez, ma kemerje ene ar vamm, hag e tizroas d’an nenv goullo e zaouarn.
— Perak, a lavaras Doue, n’ez peus ket digaset d’in ene an intanvez ?
— Aotrou, gwelet am eus he devoa ar vaouez-se daou grouadur, hag em eus lavaret ouzin va-unan : Piou a gemero soursi anezo pa vezo eat kuit ? Gant truez outo em eus lezet an ene da veva c’hoaz korf an intanvez.
Ha Doue a lavaras d’an arc’heal : « Disken e goueled ar mor : eno e kavi eur vilien, hag he digasi ama.
An arc’heal a zigazas ar vilien.
Ha Doue a lavaras d’ezan :
— Brema, torr ar mean !
An arc’heal a dorras ar mean hag a jomas sebezet : e kreiz ar vilien, eviti da veza difaout hag en he fez, daou brenv a finve, leun a vuez.
— Piou a vag ar re-ze ? a c’houlennas Doue.
An arc’heal a hejas e ziskoaz hag a jomas sioul.
— Na gemer ket nec’h gant an emzivaded, a lavaras Doue ; an dra-ze a zell ouzin te, gra ar pez am eus gourc’hemennet.