Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


— Dal, setu aze da baper, kers alese prim… Dizrei a ri, ha neuze e kousto d’it.

Mao a gemeras e baper, hen lakaas en e c’hodel ; edo o vont da lavaret kenavo d’al leac’h milliget pa deuas sonj d’ezan eus goulen e vab laer, da lavaret eo teuler eur zell war ar c’hougn a viret d’ezan en ifern.

— A-raok mont kuit, emezan, me fell d’in gwelet c’hoaz al leac’h a virit d’in ha d’am mab fall.

An Diaoul-Kamm a ziskouezas d’ezan diou gador houarn e kreiz an tan, o diou tomm betek beza gwenn. Hag e lavaras :

— Sell, aze emaint !

Mao a skrijas gant heuz, hag a jachas buhan gantan e c’haravellou, gant ar paper klozet mat en e c’hodel.

Dizrei a eure da gaout e vab laer da rei d’ezan kelou eus an ifern.

— Ac’hanta, va zad, emezan pa her gwelas, gellet ho peus eta dont a-benn eus ho taol, pa ho kwelan dirak va daoulagad ?

— Ya, va mab, deuet oun a enn, dre c’hras Doue hag ar Werc’hez santel, dre c’hras ar vialen wenn ive roet d’in gant ho preur. Skoazellet he deus ac’hanon.

— Hag oc’h ket en ifern ? Ar paper-marc’had a zo ganeoc’h ? — Bet oun en ifern, ha setu ama ar paper-marc’had sinet gant va goad !

Hag e tiskouezas d’ezan ar paper.

— Ha goulennet hoc’h eus ive gwelet ar plas a virer d’in du-ze ?

— Ya, va mab, her gwelet am eus.

— Ac’hanta, va zad ?

— A paotr paour !… Eur gador houarn tommet betek ar gwenn, e kreiz eul lennad tan, setu petra eo da blas