varet a greiz kalon : Ave Maria !
Pa veze ar goanv en e wasa, pa veze yud an avel, skournet an dour, e taole e druilhou, hag e tiskenne er feunteun betek e chig (pe e helgez, evel eur pesk en dour) hag e kane mil gwech : Ave Maria ! Ave Maria ! O Maria ! O Maria !…
Gwechou-all, evit en em domma, e save d’en em lakaat a-ispilh ouz skourrou an derven, hag en eur vransellat e kane e ganaouen : O Maria ! O Maria !
Abalamour d’an traou-ze holl ken dishenvel diouz kustumou an dud, ar paour a dremene evit eun diskiant, ha ne reat anezan nemet Salaun ar Foll.
Eun droiad ec’h en em gavas gant eun toullad soudarded a yea hag a deue dre ar meaziou.
— Piou out ? emezo.
Salaun evitan da veza dizesk a c’houie evelkent ez oa neuze brezel etre Blez ha Monfort, an eil hag egile o klask sevel da ren war Vreiz-Izel.
Ha Salaun da respont d’ezo, nan evel eun diskiant, mes evel eun den meurbet fur :
— N’emaon nag a du Blez nag a du Monfort ; me eo servicher an Itron Varia !… Ave Maria !