— Aotrou Doue, ho pezet truez ouz an hini a zo kousket aze !
Laouig, ar paotr-saout, a zavas en eun taol e benn dreist ar c’harz hag a c’houlennas digant Annaig :
— Mamm-goz Annaig, evit piou eta e pedit-hu evel-se o sellet ouz ar mor ?
— Laouig drouk, emezi, pedi a ran evit an hini a zo bet sebeliet er mor, p’eo gwir n’he deus ket ped et a-walc’h pa oa beo.
Hag an hini goz da ober sin ar groaz ha da bokat c’hoek da groaz he chapeled. Karet a rea kenan ar groaz-ze abalamour m’oa bet stoket ouz aoter Santez-Anna-Wened hag ouz arched relegou sant Gwennole, mignon ar Vretoned.
Ar mesaer bian a yoa deuet tre betek ar baourez, e zaouarn a-drenv e gein hag uhel e fri gantan. En em harpa reas dirak Annaig, hag e c’houlennas krak ha berr :
— Pe hano he deus an hini n’he deus ket pedet a-walc’h ?
— Ar brinsez Ahez, merc’h ar roue Grallon.
— Eur brinsez ! O truez !… Anavezet hoc’h eus anezi, mamm-goz ?
— Aotrou Doue !… Anavezet… me ? O n’em eus ket. Ahez a zo marvet eun toullad mat a gantvejou a zo, en deiz ma c’hoarvezas an darvoud skrijus a gasas da netra Kear-Iz, kear-benn rouantelez Grallon, he zad.
— Va Doue ! emezan.
Annaig a yoa deuet he fenn da veza tenval ; he daoulagad a lugerne evel diou stereden. Setu hi oc’h astenn he dourn war-zu ar mor direiz a rea eun trouz da vouzara o steki ouz ar c’herreg.
— An tarziou-mor-ze, emezi, eo o deus servichet da venji kounnar an Aotrou Doue.
— Penaos, Annaig, eo bet c’hoarvezet kement-se ?
— Asa, Laouig, va mab, daoust ha n’ec’h eus morse