Ha tud ar vro da respont d’ezan raktal :
N’eus e Kear-Iz netra nevez ; |
— Aotrou Jezuz !… Truez ! truez a lavaras Laouik.
Bodennou drez zo diaounet |
Sant Gwennole, beuzet e galon en eur mor a c’hlac’har, a zo deuet meur a wech da gaout an tad.
…Grallon, Grallon, emezan, diouall ! rak divezat e vezo kaout keuz pa deuio Doue da skuilha e vuhanegez war ar gear gablus. El leac’h ez eus c’hoarzadeg e vezo skrignadeg dent ha goelvan… El leac’h ez eus kanaouennou laouen e vezo youc’hadennou spontus.
— Truez, va Doue !… a lavaras Laouig. Ha petra respontas ar roue d’ar zant ?
— Spontet oa, hag an daelou a zivere drus war e ziou jod. Mont a rea da gaout e verc’h da ober d’ezi rebechou c’hoero. Hogen, koz oa, hag ar plac’h fall ne rea mui kalz van ouz e glevet. Skuiza reas zoken o selaou he zad. Ha petra reas evit beza muioc’h en he frankiz ? Sevel eur maner kaer e-kichen ar skluzou a vir ouz ar mor da ziruilh war gear.
Eno eo ema ar gouel en noz-ma : eno eo ema Ahez ar verc’h divezet o skedi en he dilhad pinvidik ; eno eo e kinniger ezans da filhorez Satan.
Setu en eun taol eur prinz o tont e-touez an duchentilou.
— Plijadur d’eoc’h holl, danserien dispar, emezan