paour kez kraou-ma. Ha me, ar c’henta eus an holl grouadurien, me a embann d’ar bed-oll ginivelez eürus an Heol dasprener ! Kororiko-o-o-o !!
Hag an hekleoiou a dro-war-dro dihunet en eun taol a lavaras ivez peb hini d’e dro : « Kokoriko-o-o-o !! »
Nec’het ha laouen bras war eun dro, ar mesaer koz a yeas er c’hraou, el leac’h ma kavas Mestr ar bed-oll e doare eur bugelig gourvezet war eun dournadig kolo ! Mari ha Jozef hen adore didrouz ; an azen hag an ejen a denne d’Ezan o halan evit tomma e izili ; an denved a rea : « Bê-ê-è ! » goustadik.
Obiaz a gouezas d’an daoulin, d’hen adori, ha goude gant prez ez eas d’ar menez da gas ar c’helou eürus d’ar vesaerien-all a yoa d’ar poent-se o tremen an noz war-dro o loened.
Obiaz neuze a welas oc’h tu ar sav-heol eur stereden gaer meurbet, a skede muioc’h-mui dre ma save dioc’h !