Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —
AR BOD BEUZ BENNIGET
Evit ar Zul Bleuniou
————
— « He !… Youen Geradennek, eur vouest eus Frans evidout !… »
Hag an hekleo a ziskanas an hano ker c’hoek d’ar re a zo pell eus o bro : « Frans ! »
Hep dale e oe gwelet eur Breton bihan o tilammet eus e delt lien :
— « Evidon ? » emezan.
— « Ya ! lavaret a rafet ! »
Hag ar mignon a zav ar vouest war bouez e vreac’h da ziskouez d’ar Breizad eürus. Hema a lenn kerkent a dreuz e zaelou a levenez an adres skrivet teo gant e vamm… O ya, gant e vamm, n’en deus poan ebet oc’h anaout he skritur.
Ar mignon Goubay a zalc’h krog er vouest keit ha ma labour Keradennek da ziskoulma an neuden a zo oc’h ober an dro d’ezi. Skoulmet mat eo.