Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

drojen o magas ; henvel int ouz paotred an Arvor a vir en o ene ar feiz koz o deus sunet ez vihanik.

Kas a ra d’e vuzellou ar skour benniget evit pokat d’ezan gant feiz, devosion ha karantez. Seblantout a ra d’ezan klevet c’hoaz gant ar beuz-se c’houez an ezans, an dour benniget, ha mouez ar pedennou hag ar c’han.

E galon vat a reas d’ezan divinout ez oa eun tamm avi e hini e vignon dirak kement a eùrusded, ha setu hen ha diskolpa eur bodig da rei d’ezan :

— Daou vod eleac’h unan hon deus breman ! emezan. Del, va mignon, kemer hennez te !…

Kerkent e oe klevet hopal :

— War zao ! War zao ! D’ho fuzuliou, paotred !

Birou a skoe stank stank war-zu enno hag a roge deliou ar gwez a dro-war-dro.

— War a-raok ! eme ar serjant d’an holl zoudarded ha