Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

oa eur feunteun hag, azezet etal ar feunteun, e oa eun den koz. Eur val a oa gantan war e skoaz ha seblant skwiz a oa war e zrem. Pa welas an daou zen yaouank, e c’halvas anezo gant eur vouez truezus. Ha Seven da dostaat outan.

— Petra ’peus c’hoant, tad koz ? emezan.

— Allas ! Aotrouien, gwelet a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal ! Kabac’h oun deuet da veza, ha va divesker o deus beac’h o tougen ac’hanon. Red e vezo d’in mervel ama, nemet gwerza a rafe unan ac’hanoc’h e varc’h d’in.

— Gwerza eul loan d’it, klasker bara ! eme Nik gant dismegans. Ha paet e vezo ?

— Gwelet a rit ar vezen-ma. Enni ez eus eur giniden hag a oar ober gwiad krenvoc’h eget an dir. Evit eul loan ho pezo anezi.