em deuler er mor. Mar gell ar re-ze mont d’an douar e tastumint an holl laeron a zo wardro ar c’harter-ma hag e teuint holl warnomp.
C’houec’h eus al laeron-vor a yoa liammet e goueled al lestr, ha daou o doa gellet terri o liammou ha tec’het.
— Mar teuont warnomp, eme Tremintin, e vezint digemeret. Muioc’h a aor em eus da welet al lestr-ma o tigeri eget da veza trec’het gant ar re-ze.
— Mes, sonj ’ta, n’omp nemet c’houezek !
— Eun den war evez a dalv dek, a leverer. Eur martolod a Frans a dalv kant laer-mor eus ar C’hres. Me garre o gwelet o tont !…
— N’eus fors, Tremintin, m’em eus aon, me. Me zant al laeron-ze evel ma sant ar c’haz al logod. Grêt em eus pep pourchas evit, ma rankomp stourm, ma vezo start ar c’hoari. Eun dra am eus de lavaret d’it : Ma vezont trec’h d’eomp, me ne vezin ket prizonier, me lakaio an tan er poultr.
— Mat a reot, kabiten !
— Dalc’h sonj mat ! — O n’ankounac’hain ket !
Ar pez en doa lavaret ar c’habiten Bisson a c’hoarvezas. Pegen tenvel bennak ma ’z oa, e weljont hepdale o tont warno daou lestr a yoa tri-ugent den pe dek den ha tri-ugent e pep hini anezo.
— Alo, Tremintin, eme ’r c’habiten, bremaik e tigoro an abaden.
— A gav d’eoc’h kabiten ?
— N’eus douet ebet !
— Mat, boued ar groug int, evelkent !
Ar c’habiten a laoskas eur zutaden, hag a youc’has a-bouez penn :
— Holl war ar pont !… Ar gwerniou hag ar c’herdin d’an traon !… Pep hini e armou !… Hag evez mat !…
Pep hini en em laka el leac’h ma tle beza. Tremintin en em erbed ouz an Intron-Varia-Porzik ; Bisson a ya