Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
meuleudi bro-leon



E Leon ar merc’hed, ar goazed,
Dirak ho skeud na grenont ket ;
Hen diskouezet ho deuz ervad,
N’euz ket pell c’hoaz, m’oc’h euz sonj vad.

Eur flourdelizen goant e Leon a zo savet,
Eun iliz kaer meurbed, da Vamm Jezuz gwestlet:::;
Piou n’eo bet er Folgoat e harz skeuden Mari,
O skuilla daelou puill, o kana, o pedi ?…

Eun dudi vez gwelet Leoniz
Da zeiz ar pardon deuet gand feiz,
Da zaludi en iliz goz
Rouanez vad ar baradoz.

Evel kador sant Per, bro Leon zo war ar roc’h,
N’ouffe beza harpet war diazez krenvoc’h ;
Ar mor diroll a sko, a sko pell amzer zo,
Hep he diskara tamm, biken n’he diskaro !

Leoniz ho deuz eur penn kalet,
Evel ar vro leac’h int ganet ;
Ar vourrevien n’hellint biken
Ober d’ezho nac’h ho c’hreden.

Yez enoruz hor Breiz, yez koz ar Vretoned,
Ar Brezonek dinoaz a zo hirio barnet,
Barnet d’eur maro trum gand pennou diaoulek,
Ho deuz c’hoant ober d’eomp komz hebken ar gallek.