Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
mouez reier plougastell


bleun melen evel an aour, balan ha brug ; hag a c’heller, d’ar pardaez, kredi eo Gwennik a douch outho gand he zreidigou noaz, pa weler anezho o krena dindan an aezen fresk. Ma na gaver ket ar gwez sabr, henvel ouz pilierou iliz-veur eun eskobti eo marteze abalamour Gwennik na fell mui d’ezhi kaout nemed an env evit toen.

Na weler mui ken nebeud ar moc’h gouez ; ar zaoud du brema, saoud Breiz-Izel, ker mad da lesa, eo a bign ar gwenojennou riskluz, o peuri bruk ruz an deven ; digaset vezont d’ar verouri gand ar mesaer, a ra d’he skourjez strakal e korniou distro an hentchou leun a ekleo.

E kenver, setu pleg-vor Douarnenez, azalek Beg-ar-Raz beteg Beg-ar-C’havr, digor frank d’al laonennou mor, a freuz en eun doare ken plijaduruz en hanv ma kredfet a-boan int ar hevelep re a groz ker spountuz e nozveziou tenval ar miz du ; miz du, ar miz dreist-oll euz ar spount, miz ar penzeou, ha miz Gwennik ive.

E gwirionez, er miz-se eo e teuaz da Vreiz-Izel ; ha Doue a falvezaz d’ezhan e tiskenje he zervicherez yaouank el leac’h-ma dre ar burzud a dlie beza ar mean-diazez euz he zantelez.

Ar Saxoned krabanuz a iea atao war araok ; ha tud Breiz-Veur a zirede a vandennadou warzu Arvor, pehini a deue da veza ho mamm-vro nevez. Evel-se e pignaz Gwennik hag he c’herent war al lestrik a dlie ho digas en hor bro. Kement-ma a zigoueze e miz du, hervez testeni paperou koz. Surprenet gand ar vougidel ha