Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/134

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
mouez reier plougastell


adre eur grec’hen, el leac’h m’e ma penn ar wenojen a gas war grec’h an deven, e velaz tammou mad a c’houlou rousin, sanket en douar, hag a zeve o teuler kalz a voged, hag eur sklerder a zeblante dont euz an ifern.

Heb aon ebed ar bugel a dostaaz outho. Ha perak e divije hi bet aon ? E gwirionez, dorn Doue en doa he lezet ; hogen, daoust ha na ouie ket edo atao en c’hichen ? Daoust ha na gleve ket anezhan en he c’halon ?

Dont a reaz eta goustadik beteg ar goulou, a zeve oc’h ober eun tammik trouz, ha pa oe tostik, e welaz — tra spountuz ! — eur goan direol hag iferniuz chommet a-za en eun taol-kount.

Kerniou-boud leun a win c’hoaz a oa eno sanket en treaz dre ho fenn-moan ; tammou braz a gig moc’h gouez a gavet ama hag a-hont, stlejet war an douar, hag a daole eur flear spountuz a lard rostet. Du-ze, podou alaouret, braoigou a bep seurt, traou deuet euz ar penzeou, e berniou ker braz an eil hag egile, lakeat el leac’h m’edo an dud gouez o koania eun nebeud amzer araok.

Plench ar barrikennou distoufflet, leiz c’hoaz, a lugerne dindan bannou an tan o krena ; a gostez, e kichenik ludu ru eun tantad maro, tud koz ha grwagez hanter-noaz, mesk ha mesk, astennet war an drez hag an askol, a ioa o c’hoi ho c’horfajou gwin-ardant. Ar re-ma oa ar re n’ho doa ket gallet tec’het da heul ar re-all po d’oa gwelet Gwennik o vale war ar mor, eur sklerijen skeduz en dro d’ezhi. Edont e touez an drez hag ar spern ; n’ho doa ket gallet mont pelloc’h. O