Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
santez gwennik


velet kement-se, Gwennik a zantaz he c’halon o sevel gand heug, hag he doe krenien er vech-ma, rak m’oa gwenn evel kerniou ar meneziou goloet a erc’h ; abalamour ive n’he doa morse gwelet tenvalijen an dud fall, na zoken klevet hano anezho ; abalamour c’hoaz m’edo o paouez gwelet Doue, ha ma edo brema dirak eur skeuden euz an ifern ; abalamour, en divez, musc’hoarz ar grwagez divezet ha mezo oa henvel ouz c’hoarz fall an diaoul. Gwennik a zaoulinaz hag a bedaz.

Edo ken doun en he feden, ma na welaz ket ar furmou tud o tont an eil warlerc’h egile euz toullou ar rec’hier a ioa en dro d’an deven, hag o tisken euz ar c’hoad war an aod, hogen, goustadik, evel aon d’ezho.

A nebeudou e tostajont, oc’h ober signalou an eil d’egile. Pa ’z oant digouezet en dro d’ezhi, he gweljont kelc’het gand eur sklerijen par d’an hini a deu euz an heol dreist an tarsiou mor par sko warnhi he vannou da vare kreiz-de. Hogen, gwelet a rejont ive n’oa nemed eur bugel, hag e rojont d’ezhi an hano a « Gwennik ar mor. »

Pa oant digouezet oll eno, gwazed, merc’hed, tud koz ha bugale, gwisket gand truillou a bep seurt liou, lod laonennou alaouret warnezho, lod-all fichet gand braoigou arc’hantet, deuet oll diwar goust ar paour keaz tud chachet gantho eno da veuzi, neuze Gwennik, krenveet gand he feden a zavaz, c’hoantek evel eur bugel, ha dispount evel eur zantez, evit teuler he zellou war ar vodennou tud-ze spountuz ha mez ho gwelet,