Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
santez gwennik


lamm evit sevel. Gwennik, ar bugel dister, he devoe neuze eur jestl ken nerzuz, hag eun taol lagad da ziskara evel ar gurun. Den na gredaz flach.

— « Petra, emezhi, ha red eo eta e teufec’h da azeuli ar voul dan-ze great euz a netra gand an Aotrou, ar voul-ze ha n’eo goude oll nemed eur c’hreunen dreaz kollet er pez n’en deuz ment ebet, er mare ma komzan evit deski d’eoc’h anaoud an Doue oll-gallouduz, hep ment, peurbaduz, Mestr hep hini-all ebed euz an douarou hag euz ar stered ?

Laeron-vor a dostae hep ehan, beteg ma oe digouezet an hini diveza ; ar re mui spountik a zigouezaz da ziveza. Gwennik a gomzaz outho beteg an noz. Lavaret a rea :

— « Doue o kroui an douar hag an den ; an den o tizenti ouz Doue ; Doue o kemeret truez ouz he grouadur hag o tigas d’ezhan ar C’hrist he Vap evit her zavetei ; en divez oc’h en em rei d’an dud a dlie dont devethan. »

Kardek, azezed brema e harz treid ar zantez, al levenez o para war he dal, Kardek a gave mad he oll gomzou.

A nebeudou e teuaz hardiziegez d’al laeron-vor, hag e rejont goulennou outhi. Deuet oa ive tost d’ezhi an den koz hag en doa daoulagad tan, eun dremm kalet, bleo gwenn hir, a gane kanaouen an heol, hag a zeblante beza he velek. Ar pez a lavare ar zantez a sklase muioc’h-mui he zremm, hag a rea d’ezhan kaout eun doare krisoc’h c’hoaz. Dre he c’houlennou dichek