Ha neuze, gand eun deneridigez melkoniuz e lavaraz kenavo : — « Mont a ran kuit abalamour eun avel a vuhanegez a c’houezo prestik en ho kalonou difeiz ; gwelet a ran eun arne hag a ia da drei enebdon. N’ankounac’hait ket goulskoude ez oun bet ama. Kardek hen digaso d’eoc’h da zonj.... Savit, va breur, setu ama levr ar gunvelez (an dousder) ; hel lezel a ran ganez, kea d’he lenn d’ar gwelec’h ; na zistro nemed pa e pezo he goumprenet mad, evit he zeski d’az preudeur. » Henvel ouz Loth o tec’het euz a gear Sodom, douget gand eun nerz a deue d’ezhan euz an env, Kardek a ieaz buhana m’ac’h helle a-dreuz ar c’hoad, hep kredi sellet war he lerc’h, ganthan tenzor-furnez Doue : an Aviel. Pa oa eat a ziwar wel, Gwennik ive a ieaz en he zi. Diou groazik ar beziou hag a zeblante beza great gant flammou tan a vougaz hag a gouezaz e ludu. An oll a ioa sioul. Ar belek koz en doa pleget he benn dindan malloz ar zantez. He zevel a reaz en eun taol trum. He zaoulagad a luc’he evel diou stereden en oabl. Lakeat e oe an tan er goulou rousin, hag ar paotr koz a gomzaz ; c’hoeza reaz tan ar venjans er re oll a zante o tiwan en ho c’halon an arne a behini he doa komzet ar zantez. Lavaret a rea ouspenn penaoz an heol, mestr oll-c’halloudek, ha doue heb ken-all er bed-oll, a laboure ar c’hlezeier evit kastiza a re a droje kein d’ezhan. Mont a rejont oll neuze en hent, lod gand youc’ha- |
Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/145
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
santez gwennik