O koun meurbed c’hoek d’am ene,
C’houi zo levenez va spered ;
En iliz-se, eun deiz a voe
Er mean-found oun bet kristenet.
Ilizik koant ar Feunteun-Wenn,
Test a feiz krenv hon tadou koz,
Am gwele aliez o c’houlen
Digand Mamm Jezuz he bennoz.
Doue roaz d’in em iaouankiz
Mignouned euz ar re vella.
O bloaveziou evel eun deiz,
Penaoz e c’halfen ho prena ?
Vigouroux, Constant, tud feal,
Ha n’ankounac’hain morse !
Ra vevimp er bed didamall
Ma vimp unanet e Doue !…
Pa zigoueze vakans ar skol,
Nag a zerveziou evuruz,
Er parkeier, barz en diseol
Gand va levriou dizenouuz !…
Tremenet ’m euz er gearik-se
Eun darn vad euz va iaouankiz ;
Ha pam galvaz mouez Doue,
O pellaat daelou a skuilliz....