Ho gwelet a reer stank dre hentchou Breiz-Izel,
O c’hoapât ar Vreiziz, ho c’hredennou santel,
O teuler dismegans war gement a zo mad… O Doue, pebeuz kalounad !
Gwazed krenv measiou Breiz, leun-bar ho kwazied
Euz goad iac’h hon tadou, ar Vreiziz ken brudet,
Pegeit c’hoaz e chommo serret ho taoulagad ! O Doue, pebeuz kalounad !
Arzur, Marzin, Lez-Breiz, savit euz ho peziou !
Embannit ar brezel [1], Bretouned a strollou
A ziredo gand prez, a stourmo evit mad ! O Doue, klevit va mennad !…
Kement a c’hoantaomp : frankiz ha lealded
A lammer tamm ha tamm digand ar Vretouned ;
Enebomp, kenvroiz, unanet er stoumad. O Doue, klevit va mennad !
O va Zalver Jezuz, Doue ar Vretouned,
Pegeit ouzomp eta vefoc’h-hu kounnaret ?
Roit ar peoc’h, ni ho ped, c’houi hag a zo ker mad ! O Doue, klevit va mennad !
↑Brezel e pehini na dleer kaout evit armou ncmed ar goms hag ar bluen. (Klaoda).