Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
mouez reier plougastell



Bloaz goude m’ oa dizroet, e c’hane Barzaz-Breiz,
Eul levr leun a wiziegez, a garantez, a feiz !
Eul levr euz ar re gaera a zo bet great biskoaz,
Hervez testeni huel kalz a dud desket braz.

Piou lavaro levenez an oll gwir Vretouned,
Ha zoken ar souezen euz tud gwiziek ar bed,
Pa velchont al levr dispar, ken din a veuleudi,
Uz d’hor bro ger Breiz-Izel ’vel heol o lugerni !

Hersart de La Villemarqué oe skoet he galon
Gand lidou leun a veurded, goueliou braz Iverzon,
Gwestlet evit henori Barzed ha Brezounek,
Ive evit unani an oll Vreudeur keltiek.

Dre labour ar gwir Vreizad, er gear a Zant-Briek,
Eur bloavez e oe gwelet Bretouned kalounek,
Euz pevar c’horn Breiz-Izel, euz Breiz-Tramor zoken,
Gand karantez virvidik unanet da viken.

Pell a oa La Villemarqué gand he Intron nec’het,
A wele sklear o fallât he nerz hag he yec’hed ;
Dilezet en devoa krenn an oll leac’hiou trouzuz
Evit entent ouz he c’hreg, ar vaouez spereduz.

An Intron La Villemarqué epad ma ’z oa bet krenv,
Oa evit ar skrivanier eun nerz, eur sklerijen ;
Er bloaz dek-ha-triugent e varvaz pell diouz Breiz,
O teuler oll er glac’har tiad tud ar Markiz.