67
an nevez-amzer
IV
AN NEVEZ-AMZER
——
D’an Aot. Y. Peron, Mestr-Skol.
Tremenet eo ar goanv kriz, an erc’h, an avel foll,
Hag e harz ar meneziou e par breman an heol ;
Setu ar vuez adarre o tizrei e peb tra,
Ar prajeier, an dero, a deu prim da c’hlaza.
Ar bokedou a ziouan, a vleun en eun dervez,
E skourrou gwez ar girsier setu deliou nevez !
Goude tri miz enouuz pebeuz dudi tremen
Dindan bannou heol skeduz tostik d’eun eienen !
Ar c’hlanvour paour a zilez gand plijadur he di
Vit kemeret ear iac’huz ar roz hag al lili ;
Ar vugaligou trouzuz a gar ive c’hoari
D’ar iaou, da zul, d’ar vakans, dindan gwez ar vali.
Da c’houlou deiz, ar gwenan, ha prez braz warnezho,
A nij gand herr en envou, o klask ar bokedo ;
An eunigou a labour evit ober ho neiz ;
Er parkeier, er c’hoajou, e kanont hed an deiz.
Ar gwenneli d’oa tec’het araok ar gwall amzer,
E maint dizro adarre gand ar c’henta tomder ;
|