Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
al labourer douar


Pa ziskuizan a zoare em gwele koz klozet,
Gand va banden vugale, va zud muia karet.

Diouz ar mintin pa zavan, — gwir eo araok an heol, —
Me a gav va izili ennhon kreveet oll,
Evit adarre staga el labour pemdeziek
A vago va ziadik hag ar paour ezommek.

O tont euz va farkeier, digoueziou va zadou,
Va c’halon el levenez, me lar : « Bugaligou,
« Pegement homp-ni eüruz, ’n hon ti plouz dislivet !
« Pedomp ma talc’ho Doue pell amzer d’eomp iec’hed. »

Va derveziou a dremen er peoc’h ar padusa,
Pell diouz safar ar c’heariou, er measiou ar sioula ;
Biskoaz, bennoz da Zoue ! biskoaz ar gwall gollou
Euz va zi paour ha dister na lammaz an treuzou.

Evel an heol o sevel va zal-me zo skeduz,
Na vez morse roufennet gand sonjou enkrezuz.
Va bugale, eun dervez, pa vo deuet nerz d’ezho,
A labouro kalonek an douar ive d’ho zro.

E gwirionez va labour aliez a vez tenn,
En hanv dindan heol bero, er goanv en avel ien ;
Hogen buez an tiek, ’n despet da gement-se
A zo evel kemmesket a joa e peb mare.

Mar d’oun gwisket gand lien, ha gand boued groz maget,
Mar d’eo skuizuz va labour, ha ken nebeud paet,
Pegement oun dic’haouet gand ear fresk ar measiou !
Ar iec’hed hag ar frankiz, kaera donezonou !