Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/98

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
mouez reier plougastell


Pevar ugent vloaz zo e ma dre Gerzadiou
O labourat bemdez parkeier he dadou.

N’eo ket red d’in laret ez eo gwenn-erc’h he vleo,
Ar re da vihana zo war he benn hirio ;
Kroummet dindan an oad, eur penn-baz en he zorn,
Per-an-ti-all zo c’hoaz ennhan yac’h an askorn.

An tad-koz a zo bet a zoug ar veach eur skouer ;
Er gear hag en arme, aketuz d’he zever,
Kalonek gand an oll, gand he Zoue feal,
Eur gwir benn-tiegez, setu Per-an-ti-all !

Doue hen deuz skuillet bennoz gand largentez
War he vugaligou, war he oll diegez ;
Diou verc’h leanezed, hag eur mab beleget !
A ! evit an tad-koz pegement vo pedet !