Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —


Pebeuz tristidigez, pebeuz rann galon a oe en ti soul d’ar c’helou-ze ! Ha red e vije eta d’ar paotr-se mont da ober tri bloaz servich, pa n’oa ken nemetan da laouennaat e dud koz ? Ha penaos e rachent evit dougen kement a groaziou pounner ?

Hen, e unan zoken, daoust ha gallout a rache trei kein d’ar mor glas, da iliz goz e barrez, d’an heol benniget a bar bemdez war aochou Breiz-Izel ? Penaos dreist oll dilezel e dad hag e vamm, n’o doa mui nemetan war an douar-ma ?

Mari-Anna a yoa he spered gant an holl draou-ze. He mab paour a viche prizouniet en eun tu bennak, pell, pell diouti, red d’ezan skuiza, ober pennadou brao a vale, hen ken disterik, ker klanvidik, m’oa red mat kemeret kalz a breder gantan. Nan, nan, kement-se ne c’helle ket c’hoarvezout ! Ne zispartiche ket diouti ; ha neuze, koustche pe goustche, gouzout a rache difen anezan oc’h ar re a vije hardiz a walc’h evit dont d’hen diframma eus a dre he divreac’h !

Setu ma teuas an deiz da vont d’en em ziskouez da baotred ar c’houarnamant, evit gwelet hag-en edo e tailh da c’hellout dougen ar bragou ruz.

O welet Gwenole, ar c’horonel a lavaras oc’h heja e benn gant truez :

« Ne vo ket red chom pell bras da zellet ouz hennez. Kasit anezan d’ar gear. Petra raio ar Franz gant tud eus ar seurt se ? »

— « Ar Franz hel lakay e stad d’he zervicha, eme ar « major ». Ar paotr yaouank-ma en deus ezom bras da ober « exersis », Krenvaat a ray e izili. »